Ober c’hoariva er skol

Kelennerien, kerent skolidi skol vamm, kentañ derez ha skolaj,
Ar raktresoù c’hoariva e-pad an amzer skol a c’hell bezañ sikouret gant ar "Stignad Skol c’hoariva", ur yalc’had rannvroel an hini eo.

Ma blijfe deoc’h sevel ur pezh-c’hoari gant ar skolidi e-kerzh ar bloavezh skol e c’helloc’h goulenn bezañ harpet gant un den a vicher. Ul lodenn eus priz an eur graet gant komedianed a vo kemeret e karg gant Rannvro Breizh ha roet war-eeun dezho.

Da skouer : Un eurvezh da 50€ a gousto 32,50€ d’ar skol hag ar Rannvro a roio 17,50€ d’ar c’homedian.

Ar raktresoù el lise a c’hell bezañ sikouret gant ar "Stignad Karta".

Mat da c’houzout : bep bloaz e penn kentañ miz Even e vez aozet gant C’hoariva un devezh gouestlet d’ar strolladoù skolajidi ha liseidi (evit an holl hentennoù) hag a bign war ul leurenn evit kinnig disoc’h o labour.

Ma emaoc’h dedennet skrivit da C’hoariva.