Ober c’hoariva er skol ar bloaz-mañ ?

Ar stignad Skol c’hoariva a zo bet lakaet e plas gant Rannvro Breizh e 2009 evit kemer e karg ul lodenn eus ar frejoù pa vez goulennet digant unan bennak a vicher ambroug ur raktres.

C’hoariva a ver ar stignad-se. Da lâret eo emaomp karget :

  • D’ober al liamm etre ar gomedianed hag ar skolioù (met pas atav, ur c’h/g.omedian.ez a c’hell mont e darempred e-unan gant skolioù zo hag ar c’hontrol).
  • D’ober ur bilañs bep bloaz a fed-arc’hant hag a-fed labour (da bep komedian.ez da zisplegañ al labour kaset da benn e pep skol).
  • E 2019, 27 raktres c’hoariva a zo bet savet e 17 skol gant 556 eurvezh emell evit 771 skoliad.

Un eurvezh a goust 50€. Ar Rannvro a gemer e karg 35% deus priz an eur da lâret eo 17,50€, roet war eeun d’ar c’homedian.
Chom a ra d’ar skol (pe d’ar gevredigezh kerent skolidi) da baeañ ar peurest : 32,5€ d’ar c’h/g.omedian.ez.
Gallout a ra ar c’homedian.ez goulenn arc’hant ouzhpenn evit e frejoù hent. D’ar skol ha d’an den d’en em glevout a-raok.

Ma emaoc’h dedennet kit e darempred gant C’hoariva pe pellgomzit d’ar : 06 38 78 35 15 ha roet e vo an holl ditouroù ret deoc’h.