Ober c’hoariva er skol hag er skolaj

C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.

Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel raktresoù c’hoariva er skol. C’hoariva a zo ivez ur rouedad tud a vicher a ya bep bloaz er skolioù evit labourat gant ar gelennerien hag ar skolidi evit sevel pezhigoù-c’hoari pe abadennoù bras.

Ar stignad Skol c’hoariva krouet gant Rannvro Breizh a harp bep bloaz raktresoù er skolioù. Digresket e vez priz an eur. Ar sikour a vez roet war-eeun d’ar gomedianed ha treuzwelus eo evit ar skol hag ar gelennerien.
C’hoariva a c’hell sikour ivez ar gelennerien da beur leuniañ an doserioù da vezañ kaset d’o fastell-vro.

M’ho peus ezhomm titouroù :
Skrivit deomp
Pe bellgomzit : 06 38 78 35 15