Oberoù ha raktresoù

Petra ’vez graet gant C’hoariva ha da betra e servij ar gevredigezh ?

Bodañ ar strolladoù evit mad an holl hag evit o dileuriañ a-stroll (ober a ra al liamm da skouer etre an ensavadurioù ofisiel hag ar strolladoù).

Bodañ an titouroù evit reiñ da anavezout ar strolladoù, o fezhioù-c’hoari hag o deiziadoù c’hoari.

Merañ al lec’hienn internet tonket da vont da ober ur greizenn dafar war ar c’hoariva brezhonek ma vo renablet ul lodenn eus glad ar c’hoariva.

Peogwir hon eus, dre ar gevredigezh-mañ, ur sell hollek war ar c’hoariva brezhonek e c’hellomp pourchas titouroù diwar e benn (istor, niver a strolladoù, a abadennoù hag all...).

Bep bloaz e vez aozet gant C’hoariva :

  • Stajoù war ar c’hoariva evit stummañ tud.
  • An devezh c’hoariva evit ar skolajidi (bep bloaz e miz Even).

Ha bep daou vloaz (bloavezhioù par) ar Festival Teatr Brezhonek (e-kerzh an diskar amzer).

Karget eo ivez ar gevredigezh gant rannvro Breizh da verañ ar stignad Skol C’hoariva. Pal ar stignad-se zo aesaat emell an dud a vicher er skolioù evit sikour raktresoù c’hoariva ar vistri-skol hag o skolidi.