Paotr e varv ruz
- Padelezh : 45 mn.
- Niver a dudennoù : 15
- Paotred : 10
- Merc’hed : 4
- Bugale : 1
Tudennoù :
- Ossip
- Un den, 30 vloaz
- Matriona
- Ur vaouez kozh.
- Daria
- He merc’h, ur plac’h koant.
- Volodia
- Mab Daria, 10 vlez
- Lebediev
- Soudard, 50 vlez pe ouzhpenn.
- Chabalin
- 40 vloaz d’an nebeutañ
- Paotr e varv ruz
- Soudard
- Macha
- Ur vaouez lart a-walc’h
- Liza
- Un duardenn dreut
- Gricha
- Ur soudard all.
- Tri pe bevar soudard deus an tu gwenn
- Prizonidi : Gorchkov (un gwaz), Proutchenko (den yaouank)
Diverrañ :
Kriz ar brezel e bro Russia e 1920. Paotr e varv ruz zo kollet e vab.
E-pad ar brezel etre ar re Ruz hag ar re Wenn, E Russia, e 1920. Pevar zudenn (Ossip, Matriona, Daria ha Volodia) o komz a-ziwar ar brezel. Ret eo dezhe reiñ lojeiz da soudarded o tont : Paotr e varv ruz, mestr Ossip, gant Lebediev ha Chabalin. Brud en deus paotr e varv ruz er Vro...
Debriñ hag evañ a ra ar soudarded, ha pep hini a ya da gontañ e istor, hag an traoù spontus en doa bevet. Didruez ha kriz int pe n’int ket ? Paotr e varv ruz en deus ur mab, met e-menn emañ-eñ bremañ ?
Dont a ra Gricha gant div vaouez, ha tuchant e arru soudarded all, prizonidi gante. Aet eo Paotr e varv ruz ha Chabalin gant ar merc’hed hag e chom ar soudarder all gant ar brizonidi ; unan anezhe, Proutchenko zo o c’houlenn war-lerc’h e dad. Kriz eo ar soudarded e-keñver ar brizonidi ha Lebediev a ya er-maez gante justig a-raok ma tahe Paotr e varv ruz en-dro.
Taolioù fuzilh a glever er-maez : lazhet eo ar bet ar prizoniad Proutchenko, mab Paotr e varv ruz.Kinkladur :
E kegin er vereuri emeur. E Russia. Un nor izel a-walc’h e don al leur-c’hoari. Ur prenestr, un daol, daou vank. Erc’h a ra (gwelet e vez dra ar prenestr, dra an nor pa vez digoret). En tu all, ur fornigell vras. Skeudenn ur Sant. Ur gleuzeurig dre eol.
Traoù da gas war an daol : soubenn, bara. Gwin-ardant.Gwiskamentoù :
- Ossip
- Mourroù hir dezhañ. Ur boned uhel e kreoñ-maout, ur porpant : kroc’henn dañvad kivijet, heuzoù fleutr du.
- Matriona ha Daria
- Ur sae varellet gwenn ha du, ur justin vezher teñval hep mañchoù, un hiviz lien kriz. Bevennoù lien.
- Peb soudard
- Peb a skourjez ler, ur boned uhel (evel hini Osspi), ur vantell hir, ur sabrenn, ur bistolenn.
- Lebediev
- krog e da vout moal, louet e vlev, mourroù, barv. Ur porpant kroc’hen dañvad. Bragoù berr da vont war varc’h, heuzoù feultr.
- Chabalin
- Dilhad soudard kozh gantañ.
- Paotr e varv ruz
- Un den kreñv da welout. Barv ruz dezhañ. Gwisket kaer : bragoù ler da vont war varc’h, flotantenn voulouz du, gouriz, heuzoù hir gant kentroù krouzus.
- Macha ha liza
- Dilhad tomm gante.
- Tri pe bevar soudard deus an tu gwenn
- Bep a fuzilh hag a sabrenn gante. Pistolennoù.
- Prizonidi
- Ne chom nemet o bragoù hag o roched gante.
Sonerezh ha trouzioù :
Taolioù fusilh, tud o krial.
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Al Liamm. no 19. Bloavezh : 1950.