Petra nevez e rouedad C’hoariva ?

Obererezhioù rouedad C’hoariva a zo o adkregiñ tamm-ha-tamm.

  • C’hoariva : Hor c’huzul merañ kentañ goude-kenfinañ hor bo a-benn an 11/06. War ar stern : penaos ober ganti ?
    An holl stajoù zo bet nullet. Un emvod hor bo d’an 10/06 evit studial an tuioù hag an temoù evit kenderc’hel gant hon heuliad stajoù diwar-benn treuzkas ar c’hoariva gant kevelerezh Ti ar C’hoariva Brest. Spi hon eus adkregiñ e-kerzh an diskar-amzer d’ar muiañ.
  • Ar Vro Bagan en deus adskoulmet gant ar pleustradennoù evit kregiñ gant ar pezh-c’hoari nevez Mont a raio kuit hag ivez gant pezhioù evit ar vugale da vezañ c’hoariet er-maez. Ne vo ket abadennoù diouzh noz er-maez evel bep hañv siwazh.
    Ul lodenn eus an arvestoù nullet a zo bet ampellaet :
    Ar pezh War an hent - Youenn Gwernig a vo c’hoariet d’ar 25/09 e Roazhon ha d’ar 25/10 en Oriant (aozet gant EBO - evit mirout ho plas)
    Ar strollad en deus kollet ouzhpenn 300 eurvezh er skolioù dindan stignad Skol c’hoariva.
  • Madarjeu en deus prederiet war an doareoù da labourat evit mont er skolioù e mareoù pandemiezh hag o deus savet ur raktres evit mont er c’hlasoù.
  • La Obra a zo oc’h ober tro ar skolioù evit prientiñ raktresoù nevez evit an distro-skol da zont. Ul lodenn vras eus an eurioù raktreset ar bloaz-mañ a oa evit sevel un arvest lies-skolaj e Kemper. An holl rakresoù 2020 er skolioù zo bet nullet.
    Ar gompagnunezh a zo o c’hortoz diskleriadennoù ar gouarnamant evit gouzout ma vo dalc’het kampoù an hañv ha dindan peseurt kondisionoù. Divizet en deus memestra da zerc’hel gant un eskemm sevenadurel e Bro Alamagn.
    La Obra a glask ur servij keodedel (ur v.brezhoneger.ez) evit miz Gwengolo.

Da heul…