Kamm ki pa gar zo diwar Le Malade Imaginaire gant Molière. Ar pezh zo bet lakaet e brezhoneg yac’h hag aes gant Goulc’han Kervella ha leurennet gantañ.
C’hoariet e oa bet e-kerzh Festival Teatr Brezhonek 2012 e Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez (29) hag enrollet gant Kristian Braz eus Radio an Aodoù.
Lien vers le fichier audio.
Pezhioù-c’hoari da selaou
Selaouit istorioù e brezhoneg : n’eo ket fall pa emaoc’h o keginañ pe o plegañ lien pe o vezañ trankilig er gêr staliet mat en ho kador-vrec’h muiañ karet...
Kamm ki pa gar gant strollad Plougin
Bouzar pe vut gant Strollad Landi
Ur pezh-c’hoari skrivet gant Per-Jakez Heliaz ha c’hoariet gant strollad Landi evit Festival Teatr Brezhonek 2012 e Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez.
Enrollet eo bet gant Kristian Braz eus Radio an Aodoù.
Lien vers le fichier audio
Distro - ur pezh-c’hoari evit ar skingomz
Sed-amañ ur pezh-c’hoari savet evit ar radio. "Distro" zo bet troet diwar ur pezh-c’hoari gant an iwerzhonad Gerry Mac Donnell. C’hoariet eo gant Yann-Edern Jourdan ha Bob Simon.
Skignet eo bet war radio an Aodoù d’ar 05 a viz C’hwevrer 2013 gant ar c’hazetener Kristian Braz.
Pezhioù Ti Embann ar Skolioù da selaou
Un nebeut pezhioù-c’hoari enrollet gant T.E.S. :
An danserien-noz :
Selaou ar pezh-c’hoari e gwenedeg gant ar strollad C’hoarivari deus Langidig e 2004.
An tri skourr impinad :
Selaou ar pezh-c’hoari gant strollad Teatr Penn-ar-Bed e 2004.
Paotr e gaoter :
Selaou ar pezh-c’hoari gant strollad Kallag e 2004 (kentoc’h doare Bro Dreger).
Santez Trifina hag ar Roue Arzur :
Selaou ar pezh-c’hoari gant strollad Ar Vro Bagan e 2004.
Yannig e zaou wenneg :
Selaou ar pezh-c’hoari gant c’hoarierien Bro Dreger e 2004.