Planning an diaoul
- Padelezh : 25 mn.
- Niver a dudennoù : 2
- Paotred : 1
- Merc’hed : 1
- 1 akt
Tudennoù :
- An diaoul Pôl
- Lusi
- Sekretourez, yaouank ha koant.
Diverrañ :
N’eus ket mui trawalc’h a blas en ifern : n’heller ket degemer razh an dud. Piv en do aotre da zont ?
Ne ya ket mat an traoù gant an diaoul : a beb seurt kudennoù zo en ifern. Re a dud zo amañ ! Erru an eur kavet un diskoulm : ne vo ket mui degemeret en ifern bec’herien vihan met ar re spontusañ hepken a zay tre.
An diaoul hag ar sekretourez a sav ul listenn deus an dud a hello dont.Kinkladur :
E burev an diaoul emeur : dre ur werenn e weler ur sklaerder ruz. Grafikoù ha kartennoù ouzh ar mogerioù.
Div daol : taol an diaoul, leun a baberioù warni, ur pellgomzer, ha taol ar sekretourez : paperioù, mekanig da skriv.
Un tamm askorn (evit skriv)Moged a sav a-wechoù.
Gwiskamentoù :
- An diaoul, Pôl
- An dioual eo : gwisket e ruz, kerniel, lost, treid forzhek... met doare ur PDG en deus ivez : lunedoù ha malizenn gantañ.
- Lusi
- Ur groc’henn leopard ganti.
Sonerezh ha trouzioù :
Sonerez : « damnation de Faust » pe un dra all…
Titouroù ouzhpenn :
Kentañ rummad pezhioù-c’hoari embannet e-barzh Brud Nevez : "Pezioù-c’hoari I".
Ar pezh-c’hoari "Planning an diaoul" savet get Per-Mari MEVEL ha Naig ROZMMOR ha c’hoariet get daou lisead a lise Jean Mace e Lann-ar-Stêr e mae 2011 war kaouenn.net : http://www.kaouenn.net/?q=fr/node/1224
Ti-Embann :
- Ti-Embann : Emgleo Breiz. Bloavezh : 1981.