Redadeg, ur pezh-c’hoari evit al loc’hañ

Raktres c’hoariva gant bugale hag o c’herent e brezhoneg/galleg
war dem ar Redadeg 2023 : Treuzkas

Palioù ar raktres :
Abaoe miz C’hwevrer e vez kaset ur stal c’hoariva gant Bleuenn Raynaudon evit ar vugale eus ar CP betek ar CM2 e skol Diwan Pontekroaz. Pal ar raktres a oa lakaat anezho da zizoloiñ ar c’hoariva ha kinnig un arvest d’ar 17 a viz Mae e Beg ar Raz evit gouel loc’hañ ar Redadeg 2023. Ar raktres a zo douget gant ar strollad La Obra ha Kengevredigezh C’hoariva (Kevread ar c’hoariva amatour hag a vicher e brezhoneg).

Dibabet e oa bet eilpennañ ar rolloù ha lakaat ar vugale da dreuzkas d’o c’herent yezh ar skol. Ar vugale a oar hag ar gerent a zesk diganto. Ur skiant-prenet pinvidik-tre e oa, liammet gant tem ar Redadeg 2023. Evit chom gant spered an tem e oa bet dibabet temoù treuzkas ar yezh met ivez hini yezh ar fromoù evit lakaat war wel e memes tro rolloù pep hini e diabarzh ar familhoù.
An oadourien o doa c’hoant a oa bet pedet da gemer perzh er raktres gant ar vugale ha kreñvaat e-giz-se al liammoù etre rummadoù.

Ar stalioù a oa ur c’henlabour gant ar skolidi, un ergerzhadeg eus ar fromoù, un tem muioc’h lakaet war wel gant remziadoù a hiziv. Graet e oa bet ur renabl eus ar fromoù ha pep hini en doa dibabet ur from da skeudennaouiñ gant un dresadenn. Eskemmet e oa bet war-lerc’h war tres pep hini hag an dra-se en deus pinvidikaet o skiant-prenet a-stroll. Kinniget e oa bet d’ar vugale da sevel goulennoù war ar fromoù d’an dud gour tro-dro dezho.
Labouret o doa ivez gant poelladennoù tennet eus ar c’hoariva skeudennoù, eus ar c’hoariva war ar prim, kreizennet war ar fromoù evit lakaat ar vugale da ezteurel traoù don. An danvez-se eo en doa sikouret anezho da grouiñ istor an arvest.
Spi o deus e vo an arvest-mañ ur prantad kreñv evit an holl berzhidi, war dem ar rannadur hag an deskoni. Un arouez eo eus nerzh an treuzkas neket hepken gant ar gerioù ha gant ar fromoù met ivez gant arz ar c’hoariva evit skeudenniñ en un doare bev talvoudegezh pep mouezh.