STAJ : Fent du ar c’hoariva Bro Iwerzhon !

C’hoariva a ginnig deoc’h ur staj evit labourat war oberenn "The Playboy of the Western World" gant John Millington SYNGE ha lakaet e brezhoneg gant Remi Derrien eus strollad Teatr Penn ar Bed ("Lapous den Penn ar Bed" e 1977) ha gant Strollad Kallag ("Lubaner Kreiz Breizh" e 2000).

Ar staj a vo kaset gant Bláithín Conneely-Allain ur gomedianez a orin eus Bro Iwerzhon ha desket brezhoneg ganti.

D’ar Sadorn 25 ha d’ar Sul 26 a viz Du e Jit stread ar Skol e Sant-Kadou (war gumun Sizun).

Programm ar staj hag an holl ditouroù : amañ.