Servij Keodedel gant AVB

Pegoulz ? : Adalek miz Du / 8 miz evit 35 eurvezh bep sizhun
Pelec’h ? : E Plougerne
Piv ? : Unan a zo etre 16 ha 25 bloaz. Unan a gomz brezhoneg pe a zo dedennet gant ar brezhoneg.
Kefridioù :

  • Kemer perzh evit krouiñ pezhioù-c’hoari nevez asambles gant tud ar strollad c’hoariva (kinkladur, skrid, pleustradegoù, dilhad, gouloù, son…).
  • Heuliañ raktresoù c’hoariva a vez kaset da benn e-barzh ar skolioù, ar skolajoù, ar stalioù c’hoariva (gant ar vugale, ar grennarded, an dud en oad).

Mont e darempred gant strollad Ar Vro Bagan
Pe dre bellgomz : 02 98 04 50 06 / 06 07 49 64 20