Skeulioù er c’houmoul

E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d’e vignon Shen
You : ne chomo ket da louediñ pelloc’h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p’emañ o cheñch ken buan. An arc’hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa’z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d’e heul.
Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o
barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed
evel ma tro ha ‘vel ma ijiner anezhañ.

Ur pezh-c’hoari skrivet gant Dominique Paquet © 2001 - L’École des Loisirs - Paris. Troet hag azasaet e brezhoneg gant Aziliz Bourgès.

  • Abadenn divyezhek : Brezhoneg ha galleg - Gallout a ra bezañ c’hoariet e brezhoneg koulz hag e galleg
  • Niver a arvestour degemeret : 128 den
  • Padelezh : 50 minutenn
  • Ren arzel : Thomas Cloarec
  • Treiñ hag azasaat : Aziliz Bourges
  • C’hoari : Léo Guillerm, Tifenn Linéatte
  • Krouiñ ar son hag ar sonerezh : Guillaume Le Guern
  • Merañ war ar son hag ar gouloù : Gwénolé Peaudecerf
  • Leurennaozañ ha prestoù : Nadège Renard
  • Skignañ ha produiñ : Mareen Menigault / Tony Foricheur

Kevelerezhioù ha souten :

  • Rannvro Breizh
  • Kuzul Departamant 29
  • Plouguerne - Skol ar Priñs bihan
  • Plouguerne - Sal an Armorica
  • DRAC Bretagne
  • Délégation générale à la langue française et aux langues de France
  • Fondation Crédit Agricole
  • Landerne - Arvorig FM

contacter troupe