Staj c’hoariva evit ar vugale

Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !
Etre an 13 hag ar 16 a viz C’hwevrer.
Evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz
E brezhoneg adalek 10e30 betek 12e00
E galleg adalek 2e00 betek 3e30 goude merenn

Dedennet oc’h ? Pellgomzit deomp (02 98 04 50 06)
pe skrivit da Ar Vro Bagan
evit kaout resisadurioù pe evit an enskrivadurioù.

agenda archive piece

contacter troupe