Ur staj c’hoariva evit ar vugale etre 6 ha 12 bloaz a vo kinniget gant Ar Vro Bagan adalek an 19 a viz Here betek an 22 a viz Here 2015.
Ijinañ, krouiñ, ha labourat war ar santimantoù, en em lec’hiañ er spas, ar vouezh, selaou ouzh ar re all hag eskemm ganto...
C’hoari war ar prim ha deskiñ pezhioù-c’hoari berr gant gwiskamantoù hag all.
Echu a raio ar staj gant un abadenn dirak ar gerent hag ar mignoned.
E brezhoneg hag e galleg
Etre 10e30 ha 12e00
Priz : 25€ + 17€ (kartenn ezel)
Lec’h : ZA an Hellez 29880 Plougerne
Titouroù hag enskrivadur : 02.98.04.50.06 - postel