Staj c’hoariva e KEAV

PROGRAMM AR SIZHUNVEZH C’HOARIVA

Staj c’hoariva buhezet gant Ana-Soaz Bervet.

✓ Ar c’horf, ar selloù hag ar vouez

  • A-raok kregiñ da c’hoari e ranker kemer amzer da zistignañ ar c’horf. Er vuhez pemdeziek
    e vez lakaet bec’h war an den, war e gorf. Neuze e vo kemeret amzer da sioulaat ha da selaou
    ar c’horf dre bleustradegoù Qi Gong evit mont e darempred gant hon diabarzh deomp-ni.
  • Peurechuet e vo al labour gant ar c’horf a-drugarez d’an dañs a sikouro ac’hanomp da gaout
    skiant eus an egor a zo tro-dro deomp hag eus korfoù an dud a vo a-gevret ganeomp war al
    leurenn.
  • Pouezus-kenañ eo alaniñ mat. A-drugarez d’an alan e c’heller implijout mat ar vouez hag
    ar c’horf. Klask a reomp ezteurel ar vouez, labourat war an distagadur hag an taol-mouezh.

✓ Ar c’hoariva-skeudenn (le théâtre image)
Ar c’hoariva-skeudenn a sikouro pep hini da vezañ en e aes war al leurenn, da c’hoari da
vat ar pezh a zo don en e galon, da vezañ a-unvan gant ar fromoù a santer, da vezañ war
evezh e pep mare ha da vezañ kad da c’hoari war ar prim. Pleustradegoù a vo diazezet war an
alan, ar selaou hag ar sellet.

✓ Ar skrivañ
Lennet a vo testennoù ha barzhonegoù ha tamm-ha-tamm e vo skrivet hag ijinet istorioù
berr ha divizoù ganeoc’h. Al labour gant ar c’horf, gant ar vouez, gant ar selloù a vo un
digarez evit pep hini da ijinañ ha da skrivañ.
Ul labour a-stroll eo ar c’hoariva : ober anaoudegezh gant ar re all, kemer plijadur, ha
kaout doujañs dreist pep tra. Ret a vo dont bemdez ha chom betek Gwener noz evit an
abadenn.

✓ Petra degas ?

  • Dilhad bemdez sklaer pe gant livioù : bragoù pe sae pe vrozh, hiviz pe roched pe
    tee-shirt, un tog, danvez, ha dafar a bep seurt. Lakaet a vo an dilhad-se asambles evit
    ober ur gwiskva a-stroll,
  • Botoù du skañv pe botoù dañs,
  • Un tapis, ur c’haier hag ur c’hreion.

EVEZHIADENN : Pleustret e vo war an danvez-se bemdez eus 9 eur betek kreisteiz hag eus 2 eur betek 5 eur goude kreisteiz, a-hed ar sizhun.
Ar stajidi o devo dibabet mont gant ur rummad diouzh temoù ne c’hellint ket kemer perzh er
c’hentelioù brezhoneg kinniget diouzh live an dud.