Staj c’hoariva evit ar re yaouank

Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva e brezhoneg evit ar re yaouank etre 6 ha 12 vloaz hag a vo kaset gant Typhaine Corre (Strollad Ar Vro Bagan).

Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !

Digor eo ar staj-se d’ar vrezhonegerien yaouank etre 6 ha 12 vloaz.

Degas ur pred evit kreisteiz
En em enskrivañ diouzh ret (niver rik a blasoù)

Deizioù : etre ar Merc’her 02 hag Sadorn 05 a viz Du 2022
Eurioù : Mintin 10e - 12e / Endervezh : 1e30 - 4e30
Lec’h : Sal lies implij e Ti ar Vro Kemper
Priz : 50€

Evit mirout e blas ha mont e darempred ganeomp pe dre bellgomz : Ti ar Vro Kemper: 02 98 90 70 43.