Staj c’hoariva evit ar re yaouank

Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouezh… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !

Evit ar vugale etre 6 ha 12 vloaz
E brezhoneg adalek 10e30 betek 12e00

Dedenn oc’h ?
Pellgomzit da Ar Vro Bagan : 02 98 04 50 06 pe skrivit d’ar gevredigezh evit kaout muioc’h a ditouroù hag evit an enskrivadurioù.