Staj c’hoariva evit ar re yaouank

Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva evit ar re yaouank a vo kaset e brezhoneg gant Anna Morvan eus Strollad Ar Vro Bagan, eus ar Merc’her 22 a viz C’hwevrer d’ar Gwener 24 a viz C’hwevrer, e Ti ar Vro Kemper (10e-12e ha 1e30-4e30). 

Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !

Digor eo ar staj-se d’ar vrezhonegerien yaouank etre 6 ha 12 vloaz.

Priz : 50€ an tri devezh.
 
Evit mirout e blas ha mont e darempred gant Ti ar Vro Kemper
Pgz : 02 98 90 70 43

agenda archive piece

contacter troupe