Strollad liseidi Diwan 2016 : Etre Karaez ha ront

Etre Karaez ha ront, setu anv strollad berrbad liseidi Diwan evit 2016 hag a ginnigo un arvest gouestlet d’ar vugale. Bep bloaz e vez krouet ur pezh-c’hoari gant ar c’hentaidi dezho da vont ar bloaz war-lerc’h e ginnig e skolioù Breizh. A benn nebeut eta ez aimp da redek bro evit kinnig o fezh-c’hoari nevez "Fulor ruz ha c’hoarzh glas".
Un dek skoliad bennak o deus pleustret gant harp Paskal Cariou hag o c’helenner Yann-Fañch Jacq.

Diverradenn ar pezh-c’hoari :

Schtroumpfed ruz. Schtroumpfed glas. Un teñzor.
Ur wech e oa, ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra, daou strollad schtroumpfed enebourien : unan ruz, unan glas.
Un deiz e kav ar Sctroumpf Bras ul levr. Ul levr a vez anv enno eus un teñzor da zizoloiñ. Peadra da lakaat da greskiñ an enebiezh etrezo. Met evit dont a-benn e ranko dezho talañ ouzh dañjerioù ha riskloù zo. Ha gant piv ez aio ar maout ?