Stummadur "Krouiñ un arvest straed"

A-RAOK : Ma emaoc’h dedennet da lakaat hoc’h anv evit ar stummadur-mañ e vo ret bezañ emskiant hag e vo diazezet an arvest fin war ur strollad tud kengred da lâret eo gouestlañ heuliañ ar 5 dibenn-sizhun evit gallout kinnig al labour a-stroll-mañ er straed.

Staj krouiñ ur pezh-c’hoari
Ar c’heur c’hoariva hag al lec’hioù foran

Pal :
Bodañ komediane.z.ed ha sevel ur strollad. Krouiñ ur stumm pezh-c’hoari tonket da vezañ diskouezet el lec’hioù foran, diazezet ma vo bet war un dastumadeg testennoù hervez an tem da-heul : «Ma yezh a garan rak...»

Doare-ober :
Goulenn gant ar vrezhonegerien dispakañ o soñj hag o c’homz, ma c’hallint en em soñjal war o darempred gant o yezh.
Ha n’eo ket dres natur don an teatr mont diwar soñjezonoù ha mennoioù ar bobl ? Evit o zrehontiñ en ur mod, ha resteurel anezho d’an arvesterien, dindan ur stumm arzel ?
Un doare « koazhañ » sokial an hini eo, er mod Hellenat, e-sell da reiñ da glevet mouezh an holl el lec’hioù foran.
Etienne Sibéril, komedian ha leurenner, a gaso da benn ar raktres krouiñ teatr asambles gant ar stajidi.

Étienne SIBÉRIL ?
Stummet eo bet e Skol Arz an Teatr e Sant-Brieg, ha da-heul eo bet diplomet gant Skol Teatr Etrevroel Jacques Lecoq. Amprouet en deus hardizh stummoù lies ar c’heur eno, hag abaoe tri bloaz ez eo kroget gant meur a raktres arzoù-straed : danvez e leurenniñ a vez diazezet bep tro war ur prantad dastum ha skrivañ asambles gant annezidi an takadoù-bro.

ROLL AR STAJ :
Dibenn-sizhun 1 : An engroez hag ar gomzerien dizalc’h
22-23 a viz Genver 2022

  • Pal : Ober ananoudegezh gant an takad hentet gant ar c’heur teatr.
  • Da c’houde e vo kroget gant labour ar c’heur ent strizh :
     Ur strollad tud da skeudenniñ ha da enkorfañ ar Gêr pe ur boud bennak.
     Ar c’heur evel un unvez hepken, meur a gorf o fiñval a-unan, hag o komz a-unvouezh.

Dibenn-sizhun 2 : Ar c’heur o reaktiñ
19-20 a viz C’hwevrer 2022

Ar c’hoari n’eus ket dioutañ hep ar reaktiñ, an enebiñ, se zo kaoz e vo lakaet, ’doug an eil devezh staj, ar c’heur bet savet ar wech kent, da reaktiñ diouzh an elfennoù ’vo bet lakaet war-wel en testennoù bet dastumet, da vare galv ar skridoù.
Da c’houde e c’hallimp stagañ gant c’hoari an testennoù, dre lakaat hor c’horfoù da gomz kement hag hor mouezhioù, da amprouiñ ar mod da lakaat ar yezh da dasoniñ ennomp ha drezomp.

Dibenn-sizhun 3 : Ar c’heur o fiñval
19-20 a viz Meurzh

Ur wech ma vo bet stummet ar c’heur, ma vo gouest da reaktiñ, e vo klasket lakaat anezhañ da fiñval.
Dre ober anaoudegezh gant «kempouez al leurenn» e vo klasket asambles peseurt hentadoù, peseurt «linennoù» ’z a d’ober al leurenn, hag e vo klasket kompren diazezoù an interaktiñ etre al lec’h «leurenn» hag al lec’h «foran».

Dibenn-sizhun 4 : Ar c’heur o vezañ leurennet
30 a viz Ebrel ha kentañ a viz Mae

Pep keur zo disheñvel : klask ’raimp goût peseurt perzhioù dibar zo dezhañ, pa vez o fiñval, o kas e hent dezhañ el lec’h foran. Piv eo an hiniennoù ’z a d’ober anezhañ, ha penaos e c’hallont dougen estreget gant o c’homzoù, mouezh ul lodenn eus ar gevredigezh.
Labouret e vo ivez war distilh an testennoù, war an doare-lâret, hag ar mod ivez ma c’hallont mont digant ar c’heur, dre o fiziañ er penn-keur.

Dibenn-sizhun 5 : pleustradeg fin hag abadennoù
21-22 a viz Mae
Mare ar filajoù diwezhañ ’ni vo, an alioù hag ar resisadurioù diwezhañ-toud.
Ur c’hammed pouezus-kenañ ’ni ’vo ’doug prantad an deskiñ c’hoari teatr.
Setu ma vo boulc’het da vat o hent c’hoari gant ar gomediane.z.ed, a zougo o ferzh hag o c’homz diwar neuze...

Evit piv ?
N’eus tamm rak rekiz ebet, estreget kompren ha komz brezhoneg. Bezañ dedennet gant an teatr hag an arzoù-straed, bezañ mennet gant pal ur raktres hollek, anat.
Bezañ ouzhpenn 16 vloaz.
Bezañ dibres evit heuliañ ar stummadur en e bezh hag evit c’hoari un nebeud abadennoù.

Prest oc’h da vont en hent ?
Lakait hoc’h anv dre skrivañ da C’hoariva
Peotramant galvit d’an niv. 06 38 78 35 15

Eurioù ar staj a chom da vezañ resisaet

Lec’hioù ar staj :
E Kreiz Breizh (etre Rostrenn ha Karaez)

Priz ar staj :
150€ an 10 devezh stummadur da lâret eo 60 eurvezh en holl
10€ emezeladur
10€ an nozvezh (evit ar re a chomfe da gousket d’ar Sadorn noz)

Red-micher Étienne SIBÉRIL
Korf an den, ar mod ma fiñv ha ma kas e hent, ar pezh a sant hag ar mod m’eo gouest da ezteurel e santimantoù hag e santadoù, an doare en deus da gavet e blas en ul lec’h, an doare en deus d’ober plas d’al lec’h ivez, da zegemer anezhañ... sed aze tra Étienne !
P’en doa graet anaoudegezh gant Yves Moreau, Valéry Rybakov, Yano Benay e Kreizenn Dramaek Skol-Veur Brest, e voe levezonet ha kaset gant an dreizhourien-se war ribl an arzoù dramaek : diwar neuze e tivizas ober anaoudegezh gant seizh posuplded ar c’hrouiñ arzel ha n’eus fin ’bet dezho.
Nag evit-se e rankas pellaat eus bed ar c’hoariva ’pad ur pevar bloaz bennak, amzer dezhañ stummañ war mezegiezh Sina ha war an nadoz wanerezh, gant Philippe Nicolas.
Un treizh all ’voe evit Étienne en ur mod, a zigoras e selloù war bed energetek an nen. Bremañ e wel an nen evel ur bed diabarzh ha diavaez e-unan, ma vez oc’h interaktiñ diastal ennañ an nerzh-korf, ar fromoù hag ar soñjennoù.
‘Benn ar fin, dre studiañ ar c’horf hag e vod da ezteurel an traoù, en doa graet e soñj Étienne mont en-dro war al leurenn. War stummañ ez eas e Skol Arz an Teatr e Sant-Brieg. Daou vloaz war-lerc’h e oa degemeret e Skol Teatr Etrevroel Jacques Lecoq, e Pariz. Diplomet ‘oa deut ’maez ar skol e miz Even 2019.
Diwar-vremañ e kinnig ar skiant en deus prenet eno d’an dud a faot dezho krouiñ war al leurenn, dre sikour anezho, dre o skoazellañ en ul labourat pizh war ar c’horf, al lusk hag ar mod d’en em gavet en ul lec’h bennak.
Er mare-mañ e vez Étienne o labourat war meur a raktres arzoù-straed, margodenniñ ha dañs-c’hoariva evit ar strolladoù Topos ha La brodeuse de nuit.

"Etre liés, à la fois ensemble et avec un espace, parler par la bouche de l’autre dans une voix commune, c’est être à la fois totalement ancré dans la réalité d’un personnage vivant et expérimenter une dimension qui transcende l’humain.
Tout le travail de l’acteur consiste à établir une liaison entre ces deux pôles, apparemment contradictoire, entre lesquels il peut être écartelé. "
Jacques Lecoq