Taol lañs sturlevr ar c’hoariva amatourien

Mennozh un teuliad rannvroel diwar-benn ar pleustroù c’hoariva amatour a zo deuet war wel e fin 2015.
Ar sturlevr-mañ a zo disoc’h ul labour start (a-stroll) war an dachenn, emvodoù, prederioù, eskemmoù…

Dougerien ar raktres a c’hell bezañ lorc’h enno gant ar babig nevez ganet :
an ADEC56, an ADEC35, Ti ar C’hoariva Brest
Liammet gant an FNCTA ha C’hoariva.

Emgavioù kinnig ar sturlev a vo raktreset e pep departamant Breizh. Ma emaoc’h dedennet kit war lec’hienn ar framm dave en ho tepartamant o heuliañ al liammoù amañ a-us.

Ar sturlevr-mañ a responto d’ar goulennoù an dud a ra c’hoariva amatour, na pa vefe ambrougerien, buhezourien, komedianed met ivez d’ar goulennoù ar frammoù hag ar strollegezhioù a zegemer strolladoù c’hoariva.

Hizivadurioù al levrig a vo graet ingal evit ma vefe stanket an toulloù hag e lakaat da vont war-raok hervez distroioù an dud war an dachenn hag emdroadur al lezennadur.

Ar sturlevr a zo rannet e pemp pennad gant : termenadurioù ar c’hoariva amatour, ar framm lezennel ha mont en-dro ar c’hevredigezhioù, pleustr ar c’hoariva, an degemer hag an arvestoù, bezañ arvestour.
Ur voest binvioù da vezañ pellgarget a sikouro ar strolladoù c’hoariva (levrlennadur, difraeoù, frammañ, gwirioù oberour, kendivizad, roll-pezhioù, sikour arc’hant, lezenn ar fisk…).

Ar stur levr
hag e voest binvioù
zo da vezañ pellgarget war lec’hiennoù pennaozerien ar raktres.