War glask komedianed/komedianezed emañ an Teatr Piba, evit e grouadennoù da zont, DONVOR (raktres krouiñ war an arzoù ha war skiantoù - 2019/2020)
ha SKEULIOÙ KOUMOUL (pezh c’hoari radio evit ar re yaouank - 2018/2019).
Pelec’h ?
- Brest - Roazhon - Naoned / Breizh a-bezh, da dermeniñ hervez al lec’hioù pleustriñ
- Breizh, Bro C’hall, Bro Ganada evit an droiadoù
Piv ?
- Komedianed/komedianezed brezhoneger hag a-vicher, gant skiant prenet dre ret
- Brezhoneg ha saozneg komzet
Pegoulz ?
- Pleustradegoù ha troiadoù adalek Miz Gwengolo 2018
- Ar bodadoù tutañ a vo aozet e Brest hag e Roazhon d’ar 16 ha d’an 18 a viz Ebrel 2018
Penaos ?
- Kontradoù krog-diskrog
- Kasit ur CV arzel + fotoioù + liammoù vidéo / lec’hienn diouzh ma vo
Deuit e darempred gant Thomas Cloarec (Rener Arzel) dre bostel
Evit gouzout hiroc’h war Teatr Piba
Evit gouzout hiroc’h war raktres Donvor pe ar Blog