Treuzkas ar c’hoariva ? Mont a ra war-raok !

E Brest e oa etre an 20 hag an 22 a viz Here.
Ar staj a oa buhezet gant Bernard Grosjean evit ergerzhout ar pezhigoù-c’hoari, gant kevelerezh Ti ar C’hoariva Brest. An tem dibabet evit labourat e oa ar marv… ur c’houlz vat pa emeur o tostaat eus gouel an Anaon !
Bamet omp bewech gant al labour kaset da benn gant ar stajidi hag a ziskouez deomp pegen pinvidik e c’hell bezañ an disoc’hoù pa vez lakaet an ijin a-stroll da vont en-dro.