Un darvoud gouestlet d’ar c’hoariva e Roazhon

Peder c’hevredigezh o deus bodet o energiezh evit kinnig un darvoud c’hoariva e Roazhon : An ADEC, Skol an emsav, Skeudenn Bro-Roazhon/Festival Yaouank ha C’hoariva.

Emgav evit an holl darvoudoù en ADEC-Ti ar c’hoariva amatour.

  • Staj d’ar Sadorn 05/11 etre 10e30 ha 4e30 g.m.
    10e30 -12e30 : C’hoari a-stroll gant Maël Diraison. Maël a ginnig deoc’h studial diazezoù ar c’hoari gant ar pezh-c’hoari "2e14", skrivet gant David Paquet.
    12e30 - 1e00 : Pred a-stroll (evit ar re o do c’hoant)
    2e00 - 4e30 :
  1. An-unan war al leurenn adal skiant-prenet Nolwenn Korbell gant he fezh-c’hoari "Hi ’ni eo Moliere". Setu ar pezh a ginnig deoc’h : -# Peseurt doare labour eo pa vezer hoc’h-unan war ul leurenn gant den tro-dro evit magañ un diviz,
  2. War betra, war biv kemer harp evit dec’hel buhez er gwelet pegen pouezus eo cheñch lusk, energiezh e diabarzh an istor, an destenn,
  3. Penaos c’hoari hoc’h-unan tudennoù disheñvel a gemer perzh en istor, ha tremen prim d’an eil d’egile
    Ne bado ar staj nemet div eurvezh, setu ne vo ket kalz amzer da vont don el labour-se, met d’an nebeutañ e plijfe din klask lakaat ar stajidi da gaout un tañva deus ar pezh a ranker labourat evit dec’hel evezh an dud pa vezer o kontiñ un istor dezho.

Enskrivadurioù gant Skol an Emsav.

  • D’ar Sadorn 05/11 da 5e un Daol grenn war dem ar c’hoariva : "Treuzkas ha krouiñ e brezhoneg hiziv an deiz".