Pal “Skol C’hoariva” ?
Diorren ar c’hoariva e skolioù Breizh ha lakaat tud a vicher da zont er c’hlasoù evit sikour ar skolidi hag o c’helennerien da sevel pezhioù-c’hoari.
- Ar Rannvro a gemero e karg 35% eus priz un eurvezh.
- Da lavaret eo e vo arc’hantaouet 17,50€ evit un eurvezh da 50€.
- Chom a raio d’ar skol da baeañ 32,50€/eurvezh.
Ma emaoc’h dedennet evit ho klas, deuit e darempred gant ar gevredigezh hag e vo kaset deoc’h listenn ar gomedianed a c’hello dont en ho skol.
Grit trouz tro dro deoc’h evit brudañ Skol C’hoariva !