Ur pezh-c’hoari gant skolidi hag o c’herent

Ur raktres c’hoariva e brezhoneg/galleg gant skolidi CP -> CM2 ha kerent zo
war dem ar Redadeg 2024 : Treuzkas

Abaoe miz C’hwevrer e vez kaset ur stal c’hoariva gant Bleuenn Raynaudon evit ar vugale eus ar CP betek ar CM2 e skol Diwan Pontekroaz. Pal ar raktres a oa kinnig un arvest d’ar 17 a viz Mae e Beg ar Raz evit gouel loc’hañ ar Redadeg 2024. Ar raktres a zo douget gant ar strollad La Obra ha Kengevredigezh C’hoariva.

Dibabet e oa bet eilpennañ ar rolloù ha lakaat ar vugale da dreuzkas d’o c’herent yezh ar skol. Ar vugale a oar hag ar gerent a zesk diganto. Ur skiant-prenet pinvidik-tre e oa, liammet gant tem ar Redadeg 2024. Evit chom gant spered an tem e oa bet dibabet temoù treuzkas ar yezh met ivez hini yezh ar fromoù evit lakaat war wel er memes tro rolloù pep hini e diabarzh ar familhoù.
Pedet e oa bet an oadourien o doa c’hoant da gemer perzh er raktres gant o bugale ha kreñvaat e-giz-se al liammoù etre rummadoù.

Kaset e oa bet ar raktres gant Bleuenn Raynaudon-Kerzerho gant harp Mona Karoff (#stignad Skol c’hoariva #Rannvro Breizh). Ur raktres e kevelerezh gant Strollad La Obra, C’hoariva, Skol Diwan Pontekroaz hag ar vistri-skol, ar skolidi hag o c’herent, Emglev Bro ar C’hab.