Ur staj c’hoariva evit vakañsoù an nevez-amzer ?

Ti ar Vro Kemper a ginnig ur staj c’hoariva evit ar re yaouank a vo kaset e brezhoneg gant Anna Morvan eus Strollad Ar Vro Bagan, eus ar Merc’her 24 a viz Ebrel d’ar Gwener 26 a viz Ebrel 2024, e Ti ar Vro Kemper. 
Un doare plijus da labourat er spas, gant e gorf, e vouez… Bezañ war al leurenn, komz kreñv ha distagañ mat, c’hoari gant ur strollad ha dizoloiñ perzhioù a bep seurt ! Deskiñ ur pezh-c’hoari berr diwar-benn mojenn Kêr-Is hag a vo c’hoariet dirak an dud (familh, mignoned…). Plijadur e-leizh !
Digor eo ar staj-se d’ar vrezhonegerien yaouank etre 6 ha 14 bloaz.

Evit lakaat ec’h anv mont e darempred gant : Ti ar Vro Kemper
pe dre bellgomz : 02 98 90 70 43