Va Yezh a garan rak…

Testennoù skañv, don, fromus, fentus a oa bet resevet gant ar gevredigezh C’hoariva e-keñver ar galv da skrivañ "Va yezh a garan rak…"
Ar stajidi o doa kemeret perzh d’ar stummadur e-kerzh dibennoù-sizhun dindan renerezh Etienne Siberil.
Ur staj dedennus a oa bet evit an danvez komedianed hag o doa desket fiñval asambles, komz a unvouezh pe tro-ha-tro. Un hir a labour evit 10 mn c’hoari…