Vakañsoù : daoù staj sirk e norzh Penn-ar-Bed

Klask a reoc’h un dra bennak dudius ha kaer evit ho laponed vihan da ober e brezhoneg ? Lakait o anv evit ar staj sirk-mañ graet a-ratozh-kaer evito !

Staj sirk evit ar vugale - 4-6 vloaz
15 ha 16 a viz Gouere 2024 e Lesneven (10e30-12e)

Staj sirk evit ar vugale - 7-12 vloaz
17 ha 18 a viz Gouere 2024 e Lesneven (9e30-5e)

Ar program :
Reiñ un tañva deus arzoù ar sirk : jangliñ, kavout e gempouez, ober troioù kaer ha traoù all ouzhpenn !
Bezañ gouest da gas e izili war ar memes tro. Kaout fiziañs ha labourat asambles gant ar re all.
Evezhiet e vezint gant tud a vicher hag ampart.
Lakaet e vezint da grouiñ en ul lec’h sur. Bezit niverus !

Priz ar staj :
60€,
45€ QF dindan 1000,
30€ QF dindan 700

Lakaat ec’h anv :
Pgz : 07 44 58 08 28
pe kasit ur postel da Ti ar Vro Leon