War hent Youenn Gwernig

Er pezh-c’hoari-mañ e vo taolennet buhez Youenn Gwernig. Kaset e vo an arvesterien e studio tele RTB evit un abadenn war eeun gant kanaouennoù war eeun ivez. Publik ar sal a gemero perzh en abadenn.

Ganet e Skaer e 1925. Kizeller-koad diouzh e vicher. Biniaouer, barzh, skrivagner, kaner. Etre 1957 ha 1969 emañ o chom e New-York gant e wreg Suzig hag e deir merc’h, Annaig, Gwenola, Mari, kanerezed. Ober a ra anaoudegezh gant Jack Kerouac (Beat generation). Distro e Breizh e kan evit ar stourmoù sokial ha sevenadurel. Rener an abadennoù brezhoneg e FR3 Roazhon e 1983. Ur gwir varzh, ur stourmer, laouen, uvel ha digor war ar bed.
Un den mat !

  • Ur pezh-c’hoari skrivet ha leurenniet gant Goulc’han Kervella
  • Sonerezh : Tangi Le Gall-Carré (accordéon), Erwan Moal (guitare)
  • Kan : Tangi Merien, Typhaine Corre, Erwan Billant
  • Gant : Tangi Merien (Youenn Gwernig),
  • Nikol ar Vourc’h, Marie-Josée Salou, Ivona Premel, Typhaine Corre, Anna Morvan, Maxime L’Hostis, Erwan Billant, Didier Porchel, Giovanni Sciarra, Goulc’han Kervella
  • Goulou : Egareg Kervella
  • Son : Pierre Gac, Steven Guegueniat
  • Video : Elie Helies, Egareg Kervella
  • Kinkladurioù : Didier Porchel, Henri Sotin
  • Gwiskamanchoù : Nolwenn Castel
  • Sekretourva : Véronique Chalm
  • Skritell : Fañch An Henaff
  • Trugarez vras da Annaig Gwernig-Baillard

contacter troupe