C’hoari Las

  • responsable Ana-Soaz BERVET

  • Chomlec’h
    Ti Ar Vro - Hent Jean Monnet
    22140 – Kawan
    Pgz : 02 96 37 56 09

  • apropos

    Poent ‘oa mont war roudoù nozvezhiadoù Maria Prat ha beilhadegoù Treger.
    Gwir eo, eo bet graet an dibab ganimp c’hoari e salioù gouelioù ar vro pe davarnioù e-touez an arvesterien evel ma veze graet gante gwechall.

    Ar raktres kentañ a oa neuze, bodañ brezhonegerien ha sevel ur skipailh prest da labourat e brezhoneg da vat war ar c’hoariva.
    Krouet e voe e mod-se C’hoarilas e 2008.

    Kazi tout omp skolaerien pe gelennerien o labourat e skolioù Diwan pe Divyezhek ar vro ha c’hoant hon doa lakaat an dud da gompren e c’hallemp kaout plijadur e brezhoneg hiziv an deiz c’hoazh, kinnig doareoù nevez da implij ar yezh, hag evel-se brudañ ar yezh hag ar sevenadur e-mesk an nevezvrezhonegerien pe ar vrezhonegerien a-vihannik.

    Hag evit ar re n’int ket skolaerien eo ur gwir skol war ar yezh ! Gwir eo e teu nevezvrezhonegerien er strollad evit deskiñ ha peurzeskiñ ar yezh (gerioù, an ereadurezh, ar pouez-mouezh …), dreist-holl evit eskemm bep sizhun e brezhoneg, ar pezh ne c’hall ket an holl ober ken aesaet-se. Anat eo omp prest da sikour kement den a c’houlfe deskiñ ar yezh en ur vevañ er yezh.

    Hon fal, memestra, a zo en em vodañ da gas ar c’hoariva e brezhoneg war-raok en ul labourat war ar c’hoari da vat. Setu perak e vezomp sikouret gant ul leurenner a-vicher.

    Ar strollad amatour C’hoari Las deus Kawan a zistro e miz Here 2011 gant ur pezh c’hoari nevez «Brezel al lastez» diwar ur pezh e galleg gant Etienne de Saint Laurent «Les déchets attaquent". N’eo ket un droidigezh met awenet bras omp bet gant an destenn a degas ar gaoz war temoù ar vuhez a-vremañ : politikerezh, ekologiezh, labour, bevezerezh (consommation!). Leurennet eo bet ar pezh gant Tony Foricheur hag en deus sikouret ac’hanomp kalz evit kas ar raktres-mañ da benn.

Mont e darempred :