4 a viz Kerzu 2023
Ur wech e oa hag ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra ur boufoun dirollet hag un ozhac’h fur o vevañ en ur c’hastell. Brav ar vuhez emezoc’h ? Ket... O-unan-penn e oant. Tec’het an holl abalamour d’un aerouant spontus ! Un diskoulm ne oa ken d’ar boufoun gellet kanañ kanaouennoù nevez : mont da varc’heg ha skarzhañ an aerouant kuit ! Ne vo ket aes dezhañ...
Abadenn gentañd’an 11/12 da 3e g.m. e…
3 a viz Kerzu 2023
Deuit da selaou pe da ginnig kontadennoù e brezhoneg ! Digor d’an holl, pep hini a ro ar pezh a gar evit an abadenn-mañ.
Hag evit ar re intereset gant an danvez, un emvod a vo a-raok, da 10e vintin, gant konterien eus un tamm e pep lec’h e Breizh evit lakaat ar gaoz war ar c’hontañ e brezhoneg hag an doareoù da dreuzkas ha da stummañ konterien…
3 a viz Du 2023
Azezoù ar sevenadur hag ar brezhoneg a vo dalc’het d’ar Sadorn 25 a viz Du etre 1e30 g.m. ha 7e30 noz e Ti an Holl Penharz e Kemper. Aozet int gant Kuzul Diorren Bro-Gerne ha gant oberourien ar gevredigezh keodedel eus Breizh ha pelloc’h c’hoazh. Komedianed, kanerien ha dañsourien ar vro a gemero perzh evit buheziñ an darvoud.
Palioù an endervezh ? Kas war-raok an eskemmoù etre tud a labour war an…
3 a viz Du 2023
Ar gevredigezh Qerouézée a aoz an 20vet Festival Gallo war al leurenn en Aodoù-an-Arvor. E-kerzh 15 devezh e vo tu gwelout abadennoù a bep seurt : C’hoariva, kontadennoù, kenstrivadeg gaou…
Programm ar Festival.
9 a viz Here 2023
Un astenn da zevezhioù 2021 ha 2022 ha d’an atalier kaset e miz Gouere tremenet e-ser KEAV. Teñzor ar c’hontadennoù hengounel - eus Breizh ha pelloc’h ; doareoù da gontañ hiriv hag e brezhoneg ; embregiñ kevret ; dizoloiñ teknikoù... Bezañs konterion ha konterezed anavezet (F. Chauffin, D. Carré…) Tri atalier arbennik.
Da glozañ an devezh : un abadennig kaset gant ar berzhidi.
Tri stal Atalier 1 gant…
31 a viz Eost 2023
Ur staj evit an deraouidi pe an dud ampart kinniget da-geñver Festival Yaouank.
Ur staj aozet gant kevelerezh Skeudenn Bro-Roazhon, an ADEC35-Ti ar C’hoariva departamant an Il-ha-Gwilen ha C’hoariva.
Un devezh gouestlet d’ar c’hoariva, un nebeud eurvezhioù asambles evit mont war leurenn da c’hoari e brezhoneg. Pleustret e vo war ziazezoù ar c’hoariva en un aergelc’h distenn.
D’ar Sul 12 a viz Du…
30 a viz Eost 2023
Ar "gommedia" a zo ur stumm c’hoariva a zeu eus Italia da vare an Azginivelezh.
Pal an doare c’hoari-se a oa sachan prim evezh arvesterien hag a veze atav en diavaez, e-touez safar ar foarioù.
Un doare c’hoariva war ar prim eo hag a c’houlenn gant an nen bezan gant e jeu ha bepred prest da reaktiñ.
Gant ar maskloù an hini eo deuet he brud. Met dougen ur maskl ne servij da netra ma ne zeu ket ar…
29 a viz Eost 2023
Nos voies lactées - Hentoù gwenn, un arvest evit dizoloiñ istor al laezh hag e sekredoù. Goude bezañ beajet, savet enklaskoù, en doa tud skipailh Teatr Piba rannet o santimantoù, o mennozhioù en un doare a stroll evit sevel ur pezh-c’hoari skrivet gant David Wahl.
Ar staj-mañ a vo liammet kreñv gant tem an arvest "Nos voies lactées - Hentoù gwenn". Rannet e vo o mennozhioù gant ar stajidi gant ar pal…
28 a viz Eost 2023
D’ar Merc’her 11 a viz Here da 8e30 noz war leurenn ar Glenmor e Karaez ’vezo dalc’het abadenn gentañ pezh-c’hoari nevez Madarjeu Teatr : "An Twits" zo war grouiñ gant ar strollad abaoe bloaz. An derc’hent a vezo gouestlet da vugale skolioù Karaez. Diwar-goust ar strollad e vezo kinniget dezho ur pennad treuzkas kultur ha sevenadur : kemer perzh en eil pleustradenn ziwezhañ, kejañ ouzh skipailh ar…
28 a viz Eost 2023
Ur vaouez a grog gant ur brezegenn diwar-benn Molière, sirius ha chik da gentañ. Met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz pa vefe un den all en he c’horf hag en he spered… « Molière par elle-même » a zo bet troet e 6 yezh ha c’hoariet ouzhpenn 2000 gwech e 12 vro. C’hoariet e vez eus ar c’haerañ tout e brezhoneg gant Nolwenn Korbell.
Testenn…
25 a viz Eost 2023
PENN SARDIN AKADEMI - ATALIER FURLUKIN E BREZHONEG
Evel ar bloaz paset, un atalier c’hoariva war hent ar furlukin a vo kinniget gant strollad La Obra. Kaset e vo an atalier-se gant an div gomedianez Tifenn Linéatte ha Belén Riquelme.
Un digarez da gejañ gant tud all, lakaat hor c’horfoù hag hor mouezhioù da fraoñval ha fiñval, c’hoari war ar prim a stroll ha c’hoarzhin : sur eo ha n’eo ket marteze !…
31 a viz Gouere 2023
Setu programm ar stajoù da zont.
21 a viz Gouere 2023
Kompagnunezh Teatr Piba en deus kemeret perzh d’ar c’hentañ kuzuliadeg etrevroadel ar c’hoariva e yezhoù minorel (etre an 30/06 hag an 02/07) e Bautzen en Alamagn (Bro Sorab) da geñver ar raktres Europa Creative Phōnē.
Tro o doa bet da gejañ gant pemzek strollad, kompagnunezh, c’hoariva, kenstroll hag arzourien eus pevar c’horn ar bed. Graet o doa ar veaj evit prederiañ war ar mod da sevel ur gwir…
5 a viz Gouere 2023
Ar sec’hor a zo ul lec’h emveret (staliet e savadur La Obra) gouestlet d’ar pleustroù arzel, ul lec’h degemer arzourien, ul lec’h pleustriñ… Digor eo da arzouien Bro ar C’hab ha reoù eus lec’hioù-all ivez. Gant ur spered rannañ e vez lakaet al lec’h e-kerz gant La obra d’ar re o defe ezhomm.
Da bep kompagnunezh degemeret e vo goulennet kemer perzh er mizoù evit rannañ frejoù hollek ar mont en-dro (tredan,…
4 a viz Gouere 2023
Skol c’hoariva : ur stignad arc’hant evit ambroug an eurioù c’hoariva graet er skol gant tud a vicher.
Petra eo Skol c’hoariva ? Ur sikour evit ar gelennerien o defe c’hoant bezañ harpet evit ur raktres c’hoariva. Dont a ra ur c’homedian (pe meur a hini) er skol evit heuliañ ur raktres pe evit krouiñ ha heuliañ ur raktres c’hoariva. D’ar skol da sevel ar goulenn digant ur gompagnunezh c’hoariva ezel eus…