20 a viz Meurzh 2016
LA OBRA, strollad c’hoariva a gustum liammañ Breizh hag Amerika Latina a gemero perzh a-hed ar Redadeg 2016 : E Naoned d’an 29 a viz Ebrel evit reiñ ar vazh test d’an hini kentañ a vo o redek. E Douarnenez d’ar 5 a viz Mae, da 6e e tibuno war ar pont etre Douarnenez ha Treboul, ur strollad tud yaouank war skasoù. Goude se e vezint gwelet endro e Poullan pa dremeno ar Redadeg er vourc’h hag endro e…
11 a viz Meurzh 2016
DIGOUST-DIYEZHEK-DIGOR D’AN HOLL
Pa’z eus anv da sevel pezhioù-c’hoari a-vremañ e brezhoneg e teu war-wel dalc’hoù ar skrivañ dramatel hag ar sevel oberennoù lennegel e brezhoneg / en ur yezh vinorelaet.
Pe vefe gant an arzourien, ar skrivagnerien, an troourien petramant c’hoazh gant an embannerien hag ar broduerien, e sav goulennoù ingal ’vit pezh a sell diouzh ster an oberezhioù dramatel, a-zivout…
eil a viz Meurzh 2016
"Ma vefen c’hwi", ur pezh diwar "Douce vengeance et autres sketches" skrivet gant Hanokh LEVIN.
Pevarzek pezh berr zo bodet en ul levr a-benn diskouez skeudennoù nevez teatr flemmus ha farsus Hanock Levin.
Ampart eo an dramaour eus Israel evit ober ur paz a-gostez a-benn bountañ un tamm ordin deus ar vuhez pemdeziek etrezek ur menoz hep skiant ha distourmus.
En heuliad pennadoù-mañ, lemm ar…
26 a viz C’hwevrer 2016
Schtroumpfed ruz. Schtroumpfed glas. Un teñzor.
Ur wech e oa, ur wech ne oa ket met ur wech e oa memestra, daou strollad schtroumpfed enebourien : unan ruz, unan glas.
Un deiz e kav ar Schtroumpf Bras ul levr. Ul levr a vez anv ennañ eus un teñzor da zizoloiñ. Peadra da lakaat da greskiñ an enebiezh etrezo. Met evit dont a-benn e vo dav dezho talañ ouzh dañjerioù ha riskloù zo. Ha gant piv ez aio ar…
eil a viz C’hwevrer 2016
Pal “Skol C’hoariva” ?
Diorren ar c’hoariva e skolioù Breizh ha lakaat tud a vicher da zont er c’hlasoù evit sikour ar skolidi hag o c’helennerien da sevel pezhioù-c’hoari. Ar Rannvro a gemero e karg 35% eus priz un eurvezh. Da lavaret eo e vo arc’hantaouet 17,50€ evit un eurvezh da 50€. Chom a raio d’ar skol da baeañ 32,50€/eurvezh.
Ma emaoc’h dedennet evit ho klas, deuit e darempred gant ar…
1añ a viz C’hwevrer 2016
Aozet gant Teatr piba, SKED, C’hoariva, gant sikour KEBK ha Ti ar C’hoariva.
Ar programm (berr-ha-berr - programm da vezañ resisaet)
Gwener 18 a viz Meurzh
Divizoù, prezegennoù, tabutoù
Digor d’an holl.
Gant kelennerien-klaskerien.
Ur sell bedel war c’hoariva ar minorelezhioù ; skridoù ha troidigiezhioù evit ar c’hoariva a-vremañ e brezhoneg ; krouiñ, skrivañ, embann ha skignañ c’hoariva a-vremañ e…
27 a viz Genver 2016
Ur staj e Plougerne e ti Ar Vro Bagan evit abuziñ ec’h amzer oc’h ober c’hoariva.
Etre an 8 hag an 11 a viz C’hwevrer.
Bep mintin : 10e30 - 12e00.
Staj brezhoneg - galleg.
Muioc’h a ditouroù
5 a viz Genver 2016
Ur staj kaset da benn gant Piero Magère eus kompagnunezh «Drôle d’Oiseau». Paotr mil micher an arvestoù eo Piero : komedian, furlukin, ouesker, jangler, oberour, leurenner, prestaouer…
Ur staj savet evit an dud o deus c’hoant ober anaoudegezh gant ar furlukin, o deus c’hoant mont d’ar pep pouezusañ, d’ar pezh a ra mab-den gant e sioù fall hag e fezhioù mat, evit ar re o deus c’hoant bevañ un abadenn…
4 a viz Genver 2016
Respont : 16 gwech e-kerzh 5 devezh !
Ha n’eo ket bet kontet niver an arvestourien yaouank, niver a re o deus c’hoarzhet gant troioù-kamm ar Schtroumpfed, ar re o deus leñvet o welout Gargamel, niver ar c’hilometradoù redet evit mont a skol da skol.
Hag ar blijadur o deus bet o c’hoari a zo divuzul ivez...
War hentoù Breizh e vint c’hoazh e miz Meurzh evit un eil troiad c’hoariva. Gourc’hemennoù tud…
4 a viz Genver 2016
C’hoariva war ar prim e galleg a vez graet gant Nikolas abaoe 4 bloavezh e strollad GIGN (Guilde d’Improvisation Guidéloise Nomade). Plijadur a vo gantañ sur eo ! Dizoloiñ ar c’hoari war ar prim, deskiñ selaou gwelloc’h, sipañ e spered ha kavout e blas war al leurenn, kaout emfiziañs evit c’hoari dirak ur publik setu ar pezh a c’hell degas deoc’h ar c’hoariva war ar prim...
10e-12e : staj e brezhoneg.…
eil a viz Genver 2016
Etre Karaez ha ront, setu anv strollad berrbad liseidi Diwan evit 2016 hag a ginnigo un arvest gouestlet d’ar vugale. Bep bloaz e vez krouet ur pezh-c’hoari gant ar c’hentaidi dezho da vont ar bloaz war-lerc’h e ginnig e skolioù Breizh. A benn nebeut eta ez aimp da redek bro evit kinnig o fezh-c’hoari nevez "Fulor ruz ha c’hoarzh glas".
Un dek skoliad bennak o deus pleustret gant harp Paskal Cariou…
26 a viz Du 2015
Ur 15 bennak a dud a oa deuet evit divouedañ e benn e Landelo d’an 21-22 a viz Du. Goude bezañ degaset da soñj da izili C’hoariva palioù pennañ ar rouedad (Liammañ, Brudañ, Treuzkas, Diorren) eo bet lakaet ar gaoz war dazont ar c’hoariva.
D’ar Sadorn d’endervezh e oa deuet Francis Favereau evit ur brezegenn diwar-benn istor ar c’hoariva e Breizh. Peadra evit ar strolladoù da lakaat o fleustr en istor…
eil a viz Du 2015
Divizet eo bet gant kevredigezh C’hoariva aozañ un dibenn sizhun evit prederiañ war ar c’hoariva ha war rouedad ar strolladoù c’hoariva. Céline Soun eus strollad La Obra a sikouro evit kas da benn an emgav pouezus-mañ. Eskemmet e vo war meur a zem : palioù ar rouedad hiziv an deiz, e zazont, an treuzkas, ar c’hoariva evit ha gant ar yaouankiz, an divyezhegezh, ar stummoù c’hoariva hag all... Peadra da…
eil a viz Du 2015
Staj krouiñ maskloù Maya
Krouiñ ha sevel ur maskl awenet gant ar c’hoariva hengounel Maya.
Ur staj kaset da benn gant Josue Rajpop ha Diana Talavera.
Staj teiryezheg : brezhoneg, spagnoleg, galleg.
D’ar Sadorn 14 a viz Du ha d’ar Sadorn 19 a viz Kerzu (adalek 15 bloaz).
Priz : 60€ (an dafar e-barzh). Staj Mikroc’hoariva
Dizoloiñ teknikoù ar mikroc’hoariva, krouiñ a-stroll ha pleustriñ e lec’hioù…
eil a viz Du 2015
La Comparsa eo ur gouel poblek eus Amerika ar Su deuet da vezañ un arouez eus adc’hounid al lec’hioù foran. An dud yaouank bodet e-pad ur sizhunvezh o deus labouret war an arzoù-straed : c’hoariva, skasoù, jangliñ, sirk... ha sevel gwiskamantoù.
Daou strollad a oa gant palioù disheñvel : Unan gant 21 den yaouank, 7 brezhoneger, 7 alaman ha 7 italian. Bodet e oant evit deskiñ an arzoù-straed skasoù en…