Paritito
responsable Mélanie Jouitteau
Chomlec’h
12 rue Victor Eusen
29200 Brest
Pgz : 06 33 42 53 63site internet Paritito
- apropos
Ur strollad c’hoariva nevez flamm eo Paritito (miz Mae 2014). Ober a ra gant gallegoù du-mañ ha brezhonegoù du-mañ ivez. E Brest emañ staliet ha labourat a ra e brezhoneg.
Bodañ a ra komedian.ez.ed liammet gant ar c’hoant c’hoari gerioù gwirion, re hor gwirionezioù deomp.
Dibunañ a ra Paritito un doare teatr diazezet war ur selaou dreist-aketus.
Kinnig a ra e kredimp en em welout, klevout an eil re ar re all.
Ha n’eo ket hen ober evit ober van. Hen ober da vat ne laromp ket !
An aked a c’hortozomp digant ar publik a zo e-giz un heklev d’ar c’homzoù gwirion a ya d’ober danvez ar skridoù, un heklev d’ar selaou a reomp ouzh ar gomedian.ez.ed hag ouzh hini ar gomedian.ez.ed kenetrezo.
Dre an teatr-mañ e sav ur goulenn ennomp : piv omp-ni, maouezed, brezhonegerien, tud distabilaet, breskaet, divroet, an holl ac’hanomp a ne vezont ket kaset gant tizh bras an doare nemetañ da soñjal, tizh ar muiañniver ? Piv omp-ni, a vez graet deomp "an dud" gant an dud ?