Me n’in ked da Bariz
- Padelezh : 30 mn.
- Niver a dudennoù : 7
- Paotred : 4
- Merc’hed : 3
- 1 akt
- diviz : 8 divizoù. en akt 1
Tudennoù :
- Jakez
- Ur paotr war e leve, 65 vloaz.
- Lena
- E verc’h. 25 bloaz
- Finig
- 20 vloaz
- Madelen
- 50 vloaz
- Ar medisin
- 40 vloaz
- Viktor
- Mab ar marc’hadour, 28 vloaz
- Tudual
- Dañvez pried Lena, 26 vloaz
Diverrañ :
Ne fell ket da Jakez mont da Bariz gant e verc’h. Piv a chomo gantañ er vro ?
Lena a ya da Bariz da heul ha fried Tudual. He zad, Jakez, zo intañv, ha n’eo ket evit mont du-se, kaer he deus Lena goulenn gantañ. Piv a chomo gantañ ?
Finig a za tre. Lena a ginnig dezhi bezañ matezh an hini gozh, d’ober war-dro an ti, war-dro al loened... Mont a reont o-div da gomz sioulig hag e chom Jakez e-unan, amzer dezhañ klask pellgomz d’ur marc’hadour. Met dont a ra Lena e-raok ma tay a-benn d’ober gant an telefon, Lena a sikour gantañ da bediñ ar marc’hadour dont tuchantig.
An doktor a za tre, pedet gant Jakez dre bellgomz. Lena zo aet d’en em wiskañ e-pad ma chom an daou da gomz : un dra vat e vehe da Jakez gavout ur wreg da zimeziñ ganti. Lena a ya kuit da gerc’had he mignon hag e chom Jakez e-unan beteg ma arru Viktor, mab ar marc’hadour. Hennezh zo daet a-benn gwelet Lena, ha nompas evit ober war-dro al loened evel m’en doa goulennet Jakez.
Chom a ra Jakez da gousket un tammig pa glev mouezh ur vaouez o tremen : he fediñ a ra dont en ti : Madalen zo intañvez ivez. Dont a ra Lena gant dañvez he fried ha graet ar marc’had etre Madalen ha Jakez : int o chomo en ti-mañ hag a re yaouank a zimezo.Kinkladur :
E ti kozh Jakez emeur : ar leurenn a vo kinklet evel ma veze un ti war ar-maez, d’ar bleadoù 70.
Un daol, kadoerioù, telefonGwiskamentoù :
- Lena
- Dilhad pemdeziek ha goude, dilhad sul ganti.
- Tudua
- Dilhad brav.
Dilhad pemdeziek gant ar re all.
Sonerezh ha trouzioù :
Ar c’hi o harzal.
Titouroù ouzhpenn :
Skrivet d’ar 5 a viz Here 1967.
Brud nevez 1979. Stagadenn d’an niverenn 26.Ti-Embann :
- Ti-Embann : Brud nevez. Bloavezh : 1979.