C’hoariva
C’hoariva ? Kevread rannvroel ar strolladoù amatourien hag a vicher c’hoariva e brezhoneg.
-
Kevelerien C’hoariva
14 a viz Du 2013Sikouret omp gant ensavadurioù pe kevredigezhioù zo. Rannvro Breizh ha Servij Yezhoù Breizh. Kuzul Meur Penn-ar-Bed. Kevredigezh Ar Redadeg. Al lec’hienn-mañ zo bet savet gant arc’hant dastumet gant ar Redadeg 2012 evit skoazellañ raktresoù ma lakaer ar brezhoneg da vont war-raok. Mersi bras dezho evit an taol… -
Oberoù ha raktresoù
12 a viz Du 2013Petra ’vez graet gant C’hoariva ha da betra e servij ar gevredigezh ? Bodañ ar strolladoù evit mad an holl hag evit o dileuriañ a-stroll (ober a ra al liamm da skouer etre an ensavadurioù ofisiel hag ar strolladoù). Bodañ an titouroù evit reiñ da anavezout ar strolladoù, o fezhioù-c’hoari hag o deiziadoù c’hoari. Merañ al lec’hienn internet tonket da vont da ober ur greizenn dafar war ar c’hoariva… -
Kinnig ar c’hevread
12 a viz Du 2013C’hoariva zo ur c’hevread rannvro savet e 2005 evit bodañ, liammañ, ambroug ha bountañ war-raok ar stolladoù (amatourien hag a-vicher) ha dre vras ar c’hoariva e brezhoneg. A vloaz da vloaz eo aet war-raok ar gevredigezh. Kavout a reoc’h el lec’hienn-mañ keleier diwar-benn ar strolladoù, ar pezhioù-c’hoari ha kement tra degouezhet a nevez e bed ar c’hoariva e brezhoneg. Youl hon eus ivez da vont pelloc’h…