C’hoarivari
responsable Armelle Boullé
Chomlec’h
8 Lot J de Kerguzerh
56700 – Branderion
Pgz : 02 97 32 91 52
- apropos
Strollad C’hoarivari zo ur lodenn ag ar gevredigezh Eveil et Connaissance e Langidig (Bro Gwened). Savet e oa bet e 1994.
Hon palioù zo :
- Kas a-raok ar brezhoneg dre ar c’hoariva
- Sevel arvestoù a c’hell bout komprenet get brezhonegourion ar vro
- Kas dañvez d’ar c’hevredigezhioù a ra àr dro
- hon sevenadur
Hani ag an izili n’eo c’hoarier a-vicher, nemet plac’h ar leurenniñ. C’hoari a reomp dreist-holl e Bro Gwened met ivez a-wezhioù er broioù arall. Div wezh omp bet dibabet evit kemer perzh e gouel ar c’hoariva e Lizio hag ur wezh e Kerhervy e Lannarstêr, evit festival de Kerhervy.