agenda precision

  • Deiziad
    Adalek 3 a viz Meurzh da 14h00 betek 5 a viz Meurzh 2014 da 18h00
  • desc
    Staj e brezhoneg aozet gant Teatr Piba ha kinniget gant Aziliz Bourgès
    Staj evit ar grennarded (11 - 16 vloaz)
    Echuit gant ho frazennoù ! Pe krogit ganto d’an nebeutañ.Retour ligne automatique
    Lavarout ar gerioù, moustrañ warno da c’hallout ezteurel anezho fraezhoc’h goude…
    Labouret vo diwar un abeg, un destenn (Finissez vos phrases, gant Jean Tardieu), a-benn lakaat ar c’horf da ezteurel e gomzoù e meur a vod… ha da voustrañ warno ivez !
    C’hoari eo klask amprouiñ traoù, e unan hag asambles gant ar re all, c’hoari eo kinnig traoù gant e gorf, c’hoari eo tostaat dousik ouzh ar gerioù ha doñvaat anezho : heñvel eo ar c’hoari ouzh ur frazenn a zo o paouez kregiñ e beg unan ha ne oar ket, dre ret, penaos e echuo.
    C’hoariomp neuze !
    Eurioù : 2e - 6e gk
    Priz : 50,00 € + 15,00 € emezelañ
    Titouroù hag enskrivadurioù :
    teatr piba 53 hent dall an Odet 29000 KEMPER
    teatr.piba@gmail.com • 06.38.68.01.84 www.teatrpiba.com
  • stage
    on
  • salle
    Ti Ar Vro Kemper
  • adresse
    Plasenn Familh Gabaï
  • lieu
    29000 Kemper
  • site
  • agenda savoirplus

lieu spectacle

Dielloù an deiziataer

Mont e darempred :