Eil troiad c’hoariva liseidi Karaez

An istor ? Awenet e oa bet ar strollad gant mojenn Kêr Ys, lakaet en doare a-vremañ.
Brian a zo ur YouTuber brudet-kenañ. Anvet eo er bed a-bezh evit e videoioù surfiñ e-lec’h ma pabor gant an anv “Roue ar Mor”. Dahud, gwir Rouanez ar Mor a zo paseet-skuizh gant e vrabañserezh. Implij a ra he galloudoù dreist-naturel evit kas anezhañ d’al lec’h ma ranko deskiñ talvoud ar vuhez. Eno e c’hoarvez dezhañ an darvoud skrijusañ zo : koll e bellgomz ! Ha petra gwelloc’h eget morlaerion skragn evit skoazelliñ anezhañ ?

Ar programm evit mont d’o gwelout :
08/04/2024 :
Mintin :

  • Skol Diwan an Oriant
  • Skol Diwan Kemperle
  • Skolaj Kervarker
    Goude merenn :
  • Skol Diwan Tregon
  • Skol Banaleg

09/04/2024 :
Mintin :

  • Skol Kervoger Kemper
  • Skol Penhars Kemper
    Goude merenn :
  • Skolaj Diwan Kemper
  • Skol Diwan Plogastel-Sant-Jermen

10/04/2024 :

  • Dirak studierien Brest

11/04/2024 :
Mintin :

  • Skolaj ar Releg
  • Skol Diwan Brest

12/04/2024 :
Mintin :

  • Brest Skol Sant-Pêr
  • Brest Skol Keravel
  • Brest Skol Diwan

12/04/2024 :

  • Skol Diwan Rianteg diouzh ar mintin
  • Skolaj ha Lise Diwan Gwened diouzh an endervezh

23/05/2024 Da c’henver ar Redadeg
9e30 ha 10e30 e skolioù Montroulez
ha diouzh an endervezh

Hag e miz Here evit 30 vloaz al lise Diwan Karaez !