Kejadennoù Kentañ ar C’hoarivaoù Bro Frañs

Un tamm istor :
09/2017 : C’hoariva a gas ur galv d’en em vodañ dre internet d’ar strolladoù c’hoariva e yezhoù "rannvroel" e pep korn eus ar vro.
09/2017 : Komedianed eus Okitania hag Akitania-Nevez en em vod e Tolosa evit kaozeal diwar-benn o diaesterioù.
12/2017 : Rannvroioù Okitania hag Akitania-Nevez a bed C’hoariva da zont d’un emvod etre kompagnunezhioù c’hoariva en okitanek.
Penn kentañ 2018 : Ur gemennadenn eo kaset d’ar bolitikourien evit o lakaat war evezh war stad hor c’hoarivaoù.
2018-2019 : Eskemmoù etre tud eus Bro Okitania ha tud eus Breizh evit bodañ an dud a c’hoariva.
2019 : Bodet e vo komedianed eus pep kornioù bro Frañs evit ober anaoudegezh, eskemm, prederiañ war o fleustroù, hag ijinañ doareoù da vezañ kengred.

Strollad La Oba a vo pedet da zont da c’hoari ar pezh Kakaw evit ar vugale.

Programm an daou zevezh
An Estivada