Ober c’hoariva e-kerzh an hañv

Ur c’hamp war bemp a chom da vezañ kadarnaet… ar reoù all ne vo ket sur eo ha n’eo ket marteze !

  • Prantad c’hoariva buhezet gant Ana-Soaz Bervet e-pad sihunvezh kentañ KEAV e Kastellin a zo nullet.
  • An daou gamp "Petra eo ar sirk-se ?" e Lokmaria Berrien (aozet gant an EPAL), tro dro arz ar sirk hag a oa raktreset etre an 12 hag an 18/07 hag etre an 19 hag ar 25/07 a zo nullet.
  • Kamp "Bec’h d’al leur c’hoari" e Brasparzh (aozet gant an EPAL) evit dizoloiñ ar c’hoariva hag ar c’hoariva war ar prim :
    Ar staj raktreset etre ar 05 hag an 11/07 a zo nullet.
    Ar staj etre an 19 hag ar 25/07 a zo dalc’het evit poent.

Evit muioc’h a ditouroù kit war lec’hienn an UBAPAR.

  • Strollad La Obra en deus divizet derc’hel un eskemm sevenadurel teiryezhek (brezhoneg, galleg, alamaneg) e Bro Alamagn war dem ar c’hoariva hag an ekologiezh etre ar 04 hag an 11/07 (chom a ra ur plas).