Staj Kontañ ha Skrivañ

Da vintin gant Daniel Carré : an doare hengounel da gontañ, temoù, tudennoù (tud, loened, boudoù a bep sort pep unan get e pezhioù dezhañ hag e "bersonelezh", lec’hioù ha koulzoù an degouezhioù...).
Penaos e c’heller - hag e ranker pe get - kempenn ur gontadenn evit he lec’hiiñ gwell en amzer a-vremañ, e endro ar vugale (gant Internet, otoioù, rouanezed disheñvel, loened hag a gomz...) ?

Goude merenn : kenderc’hel pe loc’hañ gant he.e raktres skrivañ evit ar yaouankiz (pevare staj ba keav e miz Gouere, ’pad ur sizhunvezh)

Titouroù pleustrek :

  • Eurioù ar staj : 9e30 - 4e30
  • Staj digoust (nemet pred kreisteiz)
  • Pred kemeret ’sames ba ostaleri Pleuigner (12€ pep hini, pep tra ’barzh)

Evit lakaat hoc’h anv : afea@laposte.net, 06 79 14 96 87