Staj mim ha c’hoariva e-pad vakañsoù an nevez amzer

Pennoù sardin Akademi : mim ha c’hoariva
Aozet gant Emglev Bro Douarnenez, kevelerezh gant La Obra

Pediñ arzourien ha buhezourien vrezhonek eus Bro Douarnenez evit ma treuzkasfent ul lodenn eus o gouiziegezh da dud yaouankoc’h, e brezhoneg : sed aze kalonenn raktres Pennoù sardin akademi. Ar c’han a oa bet lakaet war-wel gant an dalc’h kentañ e 2016. Ar mim hag ar c’hoariva a fell deomp pleustriñ warno evit an eil dalc’h : lakaat ar c’horf da gomz evit kontañ un istor, ur fromadenn. Kinniget e vo ur pezhig bihan gant ar stajidi da-geñver digoradur Chakod noz d’ar Sadorn 28 a viz Ebrel.

Yaou 26 ha Gwener 27 a viz Ebrel etre 9e ha 5e
Tud yaouank 8-15 vloaz
Lakaat ec’h anv a-raok an 19/04
Priz : 40€
Titouroù Emglev Bro Douarnenez
Pellgomz : 07 81 60 09 99