Strollad La Obra er Redadeg

LA OBRA, strollad c’hoariva a gustum liammañ Breizh hag Amerika Latina a gemero perzh a-hed ar Redadeg 2016 :

  • E Naoned d’an 29 a viz Ebrel evit reiñ ar vazh test d’an hini kentañ a vo o redek.
  • E Douarnenez d’ar 5 a viz Mae, da 6e e tibuno war ar pont etre Douarnenez ha Treboul, ur strollad tud yaouank war skasoù. Goude se e vezint gwelet endro e Poullan pa dremeno ar Redadeg er vourc’h hag endro e Douarnenez evit ar gouel diouzh an noz. E-pad ar mare-se e vo komedianed La Obra o redeg ar c’hilometr 1287 dirak ar Garreg Wenn da 6e34 noz, deuit niverus da galonekaat anezho !
  • E Kemper, d’ar 6 a viz Mae e vo ar pevare ha tredeidi eus skolaj Briseux o c’hinnig ur prantad c’hoariva war al leurenn e plasenn Sant Korantin. Tem an abadenn ? Ar Redadeg !
  • Hag e Lokoal d’ar 7 a viz Mae, e kavimp endro ar re yaouank war skasoù evit degouezh ar Redadeg hag ar gouel vras !