Stummadur c’hoariva gant Etienne Siberil

Stummadur c’hoariva e brezhoneg e Ti ar Vro Gwengamp

9 STAJ C’HOARIVA
Un dibenn-sizhun bep miz etre Miz Gwengolo 2022 ha miz Mae 2023
Gant Etienne Siberil, komedian, leurenner ha stummer.

Er 4 dibenn-sizhun kentañ e vo labouret gant pedagogiezh Lecoq.
Goude, diwar ar pezh a vo bet desket e vo savet asambles un abadenn c’hoariva e-pad ar 5 dibenn-sizhun da heul.

STUMMADUR C’HOARIVA E BREZHONEG
Prantad kentañ: Dizoleiñ hentenn Lecoq

  • 24/25 a viz Gwengolo: Ar maskl difromm/dizremm
  • 22/23 a viz here : Komedia del arte
  • 19/20 a viz Du: Ar c’hor c’hoariva
  • 10/11 a viz Kerzu: C’hoari gant jestroù ha binvioù

Eil prantad : Krouiñ un abadenn diwar-benn gwallzarvoud ar "Bugaled Breizh"

  • 14/15 a viz Genver: c’hoari war ar prim
  • 18/19 a viz C’hwevrer: leurenniñ
  • 18/19 a viz Meurzh :Leurenniñ
  • 15/16 a viz Ebrel : C’hoari, leurenniñ gant sonerezh
  • 13/14 a viz Mae: Pleustradeg vras hag abadenn

9 staj c’hoariva : 400 €
(paeañ e meur a-wech a vo posubl)
Titouroù : 06.81.68.19.53 ou 07.67.02.64.64
labrodeusedenuit@gozmail.bzh