20 a viz Here 2021
Stalieroù c’hoariva distro-skol 2021 :
E Penn-ar-Bed : BREST - Gant SKED
An obererezh-se a zo evit ar re a zo gant ar c’hoant diorren o mestroniezh gant ar brezhoneg hag o aesaat dre ar c’hoari, an ijin hag ar grouidigezh arzel. Un doare all eo da studiañ ar brezhoneg: d’un doare c’hoariet en ur zeskiñ teknikoù diazez ar c’hoariva.
Ur chañs ivez d’ober un taol esa evit war-lerc’h enframmañ unan eus…
18 a viz Here 2021
Ur vaouez a grog gant ur brezegenn diwar-benn Molière, sirius ha chik da gentañ. Met buan, strafuilh enni, e sav ar vaouez, hag hi da zañsal ha da fistoulat, kemmet he mouezh e-giz pa vefe un den all en he c’horf hag en he spered… « Molière par elle-même » a zo bet troet e 6 yezh ha c’hoariet ouzhpenn 2000 gwech e 12 vro. C’hoariet e vez eus ar c’haerañ tout e brezhoneg gant Nolwenn Korbell.
Testenn…
4 a viz Gouere 2021
"VA YEZH A GARAN rak…" Deoc’h-c’hwi da skrivañ ar peurrest evit diskleriañ ho karantez d’ar brezhoneg hag evit sevel un arvest BEV hag a vo c’hoariet adalek an nevez-amzer 2022. Skrivit un destennig dindan 1200 sin (un hanter bajennad) a-raok ar 30/06 - Lakait hoc’h anv (pe un anv-pluenn) ha hoc’h oad. Ho testennoù a ’z aio da vagañ abadennoù straed displeget gant komedianed amatour hag a vicher. Galv…
3 a viz Gouere 2021
« KOMZOÙ HENVROIDI »
Va yezh a garan
D’an 22, 23 ha 24 a viz gouere 2021 e vo ur wech c’hoazh Festival ESTIVADA, dindan gwarez Kêr RODEZ, kroaz-hent yezhoù ha sevenadurioù er Frañs..
Er bloaz-mañ, emañ ESTIVADA ha Kenstrollad an Arzoù Leurenn e Yezhoù Bro o c’houlenn digant an dud, forzh piv ‘vefent, skrivañ pennadigoù war dem «va yezh a garan rak...».
Ar bennaenn eo dastum disklêriadennoù a garantez…
eil a viz Gouere 2021
Ar weladenn-mañ a gaso ar publik war roud tud brudet ar vro hag o deus savet pinvidigezh Pontekroaz betek an dispac’h Gall. Aotrounez, bourc’hizien gwidreüs pe tud ar bobl. An holl dasmantoù-mañ a zo gant ar c’hoant da vezañ lakaet dirak. Ha marteze diwar-goust an heñcher-prezeger…
An holl ditouroù a vo kavet amañ.
Pal ar raktres-mañ eo kontañ istor Pontekroaz ha talvoudekaat dre ar c’hoariva e c’hlad…
eil a viz Gouere 2021
Kamp "Bez prim" evit tud yaouank etre 11 ha 14 bloaz. Ur c’hamp e miz Gouere hag unan all e miz Eost. Kamp "Termaji er c’hoad", tro-dro da arz ar sirk. Ur c’hamp e miz Gouere evit bugale 6-10 vloaz. Hag un all e miz Eost evit tud yaouank 11-14 bloaz. Staj e Kastelin gant KEAV evit an dud deuet : Ana-Soaz Bervet a gaso ur strollad tud mennet da bleustriñ war ar c’horf hag ar vouezh, war ar skrivañ…
30 a viz Mezheven 2021
6 pezh-c’hoari berr e 6 lec’h disheñvel.
Deuit da heul ar c’hoarierien evit dizoloiñ al lec’h hag e istor.
Titouroù ha lakaat ec’h anv : amañ.
29 a viz Mezheven 2021
STUMMADUR WAR AR C’HOARIVA-DESKADUREL
KINNIGET DINDAN 3 DEVEZH
03/09, 18/10 ha 20/12 /2021
Lec’h da vezañ resisaet
PAL
Ar pal anezhañ n’eo ket stummañ ac’hanoc’h war ar c’hoariva-deskadurel,
anat deoc’h, met treuzkas ostilhoù simpl hag efedus deoc’h evit ma
implijfec’h ar c’hoariva (diouzh ho c’hoant pe diouzh an ezhomm) evel benveg pedagogel e-kerzh ho kentelioù : strollañ ar stajidi da skouer, lakaat…
17 a viz Mae 2021
Ur Redadeg ispisial ar bloaz-mañ gant strolladoù bihanoc’h ha hep redek diouzh noz met pouezus-tre e vo d’an dud kemer perzh war hentoù Breizh.
Ha pouezus e vo ivez bezañ niverus e degouezh ar Redadeg evit ar vanifestadeg unvan da ziskouez emaomp e kounnar gant emzalc’h dismegañsus pennoù-bras ar gouarnamant.
An holl yezhoù "bihan" a zo er memes jeu ha se zo kaoz e vo redet ganeomp ivez e anv ar…
17 a viz Mae 2021
Ar c’hovid en doa miret ouzhomp d’en em vodañ e 2020. Evit 2021 e vimp degemeret adarre gant Ti-Kêr Rodez da geñver Festival an Estivada, ur festival hag a lak war-wel ar sevenadur okitan.
Asambles, gant kompagnunez La Rampe TIO eus Montpellier e savomp programm an eskemmoù.
Gouel an Estivada a vo dalc’het etre an 22 hag ar 24 a viz Gouere da lâret eo dres goude eskemm ar c’h/KALYB.
E-pad ar…
17 a viz Mae 2021
Goude c’hwech abadenn (peder evit ar re zeuet, div evit ar vugale) ar strollad Fubudennig a zihun goude an enkadenn yec’hedel...
Goude "Avalou Vleago" e 2017/2018, ha "Tropellad Korriganed" e 2018/2019, bodet e oa bet pevar aktour.ez tro-dro d’ur raktres anvet "Prinsez.ig".
Ar pezh a oa bet skrivet, gant skiant-prenet pep hini ar re yaouank (etre ar CM2 hag an trede) : piv eo ur briñsez evito ?…
9 a viz C’hwevrer 2021
An arvest-mañ a zo etre arz ar c’hontañ hag ar c’hoariva. ’N eus ket da vezañ souezhet, kontour eo Lukaz Nedeleg. Awenet e oa bet Lukaz gant istor Yann-Vari ar Brizh, ur paotr eus Bro Gerne, unan eus ar re gentañ en deus nijet en aer gant ur mekanik. Evit kontañ e istor e vez ambrouget Lukaz gant Youenn Bodros soner boest an diaoul.
Kit da welout ar filmig eta !
Siwazh deomp, an arvest a oa…
9 a viz C’hwevrer 2021
Krouiñ ur raktres c’hoariva er skol a chom posubl da ober. Meur a gomedian eus strolladoù rouedad C’hoariva a c’hell mont er skolioù evit krouiñ ha/pe ambrougañ ur raktres savet e-pad an amzer skol. Ul lodenn eus priz an eur a c’hell bezañ kemeret e karg gant ar stignad Skol c’hoariva eus Rannvro Breizh.
Ha tu zo ivez pediñ ur strollad da zont da c’hoari un abadennig er skol evel da skouer ar strollad…
9 a viz C’hwevrer 2021
Un teulfilm brav ken ken, nevez skignet war France3 evit kompren ar perak hag ar penaos eus krouidigezh an arvest Donvor gant Teatr Piba :
Me ’zo ganet e-kreiz ar mor E kenkas n’ho pefe bet tro da selaou an abadennoù faltazi radiofonel eus Teatr Piba setu un nebeut liammoù evit en ober (lakaat un tokarn !) : Ar Maezioù Teir oberenn ar peñse Paotr e valizenn Maen BrestSkeulioù er c’houmoul Emgav…
8 a viz C’hwevrer 2021
C’hoariva a dalv al lec’h ma vez c’hoariet. Ober c’hoariva a dalv c’hoari, c’hoari da vezañ unan all, c’hoari da glask ur vouezh, pe doareoù-all da vezañ… Ur bern traoù a vez desket oc’h ober c’hoariva hep deomp gouzout.
Ar c’hoariva a c’hell bezañ un ostilh evit deskiñ yezhoù, hag evit sikour da vezañ muioc’h en e vleud da gomz dirak ur vodadeg.
Hor c’hevredigezh a c’hell sikour evit sevel raktresoù c’hoariva…